Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Pladenn gentañ ar strollad Dérives

D’an 10 a viz C’hwevrer 2023 eo deuet er-maez “La nuit ne viendra pas”, pladenn vihan gentañ ar strollad brestat Dérives. D’ar 14 a viz Ebrel o doa sonet er gouel “Band de Brestoazzz” er sal La Carène e Brest.

Quentin Morvan, Mael Guégo, Tangi an Dreo ha Justine Morvan. © Erle Marec


Leun-chouk e oa sal an davarn Les Enracinés e kreiz-kêr Brest d’ar Sadorn 4 a viz Meurzh 2023 evit sonadeg ar strollad brestat Dérives. Abaoe ur miz e vez c’hoariet o EP kentañ ganto, da lavaret eo pemp kanaouenn, anvet “La nuit ne viendra pas”. Kustumet int da c’hoari asambles ha santet e vez an dra-se war al leurenn. Kustum int da vousc’hoarzhin en ur c’hoari dirak an arvesterien·ezed. Er strollad Hoggyh e oa ar c’haner, ar skrivagner ha c’hoarier gitar Quentin Morvan, ar ganerez ha skrivagnerez Justine Morvan, e c’hoar dezhañ, hag an tabouliner Tangi an Dreo dija.


Cheñch stumm ar strollad
E 2020 o doa graet o soñj cheñch stumm ar strollad : “Un ehan zo bet d’ar mare-se evel kalzik a strolladoù gant ar C’hovid, eme gQuentin Morvan. Aet e oamp skuizh un tammig gant ar c’hanaouennoù hor boa graet betek-henn ha soñjet hon eus e vefe mat kaout ur soner all.” Er memes strollad mignoned e oant gant Mael Guégo. “An heuliadenn ‘C’hwi a gano’ eo an dra gentañ hon doa graet asambles”, eme ar c’hoarier gitar.

Liamm gant an noz
“La nuit ne viendra pas” eo anv ar bladenn rak “al liamm gant an noz a zeu alies en hor c’hanaouennoù.” Awenet int gant strolladoù gall rock ha pop evel Odezenne ha Feu! Chatterton, ar c’haner egiptat ha belgiat Tamino peotramant ar ganerez vreizhveuriat PJ Harvey. “Levezonet omp gant tout ar pezh hon eus selaouet en a-raok hag ar pezh a veze selaouet gant hon tud ivez”, eme Vael Guégo.
Kanaouennoù all a vez sonet er sonadegoù hag o soñjal emañ ar strollad sevel ur bladenn all. “Kanaouennoù zo skrivet met evit poent emaomp gant ar bladenn-mañ”, eme ar c’haner.


Manon Deniau


Ur pennad embannet en niverenn 931, d’an 11 viz Ebrel 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez