Gant kleñved ar C’hovid e oa bet daleet ar Redadeg eus ur bloaz, ha lakaet da viz Mae 2021 ar gouel a ranke bezañ dalc’het bloaz a-raok.
«Bez’ e vo eus ar Redadeg e miz Mae a-zeu. Azasaet diouzh ar redioù yec’hedel evel-just, met redet e vo war hentoù Breizh en Nevez-Amzer ! Ar c’hlaoustreoù ekonomikel ha sevenadurel ken a-bouez evidomp o deus kendrec’het ac’hanomp. Ne c’hellomp na daleañ ur wech ouzhpenn na nulañ da vat.» eme an aozerien. Setu ar pezh o deus embannet nevez zo war bajenn Facebook.
Kemmoù
Redek a raio an dud etre an 21 hag an 29 a viz Mae. Loc’het e vo, evel raktreset, eus Karaez evit un degouezh e Gwengamp d’an 29 goude bezañ redet 2020 km. Resisaet eo bet gant an aozerien e vo staliet ar vazh-test, hag ar c’hemenn e brezhoneg a zo enni, war ar c’harr-samm a vez gant ar rederien ha rederezed war an hentoù. Ne c’hello ket bezañ roet eus unan d’egile evel kustum abalamour d’ar redioù yec’hedel.
Poent eo d’an holl pleustriñ !
« Brezhoneg ha plijadur ! »
Muioc’h a ditouroù war lec’hienn Ar Redadeg : www.ar-redadeg.bzh