Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Saveteiñ ar pont Albert-Louppe

Meur a gevredigezh a glask saveteiñ ar pont kozh a liamm glannoù an Elorn er su da Vrest, etre Daoulaz hag ar Releg-Kerhuon. Deuet int da lavaret sklaer o soñj d’an 11 a viz Here.

Koshaet eo kalz ha deuet eo da vezañ bresk. © Toberne

Kaer e oa an amzer evit dont da vale war pont kozh Albert-Louppe en deiz-se. Lakaet e oa bet ar pont e servij e 1930 evit aesaat ar monedone etre Kerne ha Leon d’ur mare ma kreske kalz an treuzdougen. Betek neuze e oa ret tremen dre Landerne evit mont eus Kerne da gêr-Vrest, pe mont gant ar vag-treizh pa veze an dud war o zreid. Un dispac’h e voe an digoradur eta. Soñjet e oa bet lakaat an trenioù da dremen warnañ ivez met morse n’eo c’hoarvezet, ha dalc’het o deus da c’hoari an dro dre Landerne. Tamm-ha-tamm e oa deuet da vezañ re vihan avat rak kresket en deus kalz niver ar c’hirri-tan hag ar c’hirri-samm. Setu perak e voe savet pont an Hirwazh, digoret e 1994. Kalz ledanoc’h eo, gant div roudenn a bep tu. Abaoe ez eo posupl bale pe mont gant ar marc’h-houarn war ar pont kozh. Ul lec’h pourmen eo deuet da vezañ evit Brestiz. Ret eo lavaret eo kaer-eston ar gwel alese. Bez’ e c’heller arvestiñ ouzh morlenn Brest. Ur gudenn a zo avat. Koshaet eo kalz ha deuet eo da vezañ bresk. An diviz da zistrujañ anezhañ a ranko bezañ kemeret a-raok na zeufe da vezañ re zañjerus…pe ober labourioù evit e “bareañ”.

Meur a abeg d’e saveteiñ

N’eo ket souezhus e klaskfe izili meur a gevredigezh derc’hel anezhañ en e sav e-lec’h e zistrujañ. Evito eo kaeraet al lec’h gant ar pont. Karout a reont o font. “Diskouez eo ar pont bet savet gant Eugène Freyssinet un oberenn a dalvoudegezh en un doare arzel kement ha teknikel eo pal an devezh” o deus lavaret pennoù ar peder c’hevredigezh o devoa aozet an darvoud. An hini hirañ savet evel-se gant betoñs, etre daou biler, e voe en e amzer. “An diazezoù hag ar volz a zo e ratre vat” emezo. Gorre ar pont an hini eo a zo da vezañ dreset. “Teknikoù a c’heller lakaat e pleustr evit ober labourioù ar seurt-se. Gouzout a raer ober. Servijout a ra ar pont d’ar valeerien ha d’ar c’hezeg-houarn. Penaos e raint evit tremen en amzer-da-zont ma n’eus ket mui eus ar pont ? Posupl e vefe krouiñ ur gwelva, ha sevel un ti-debriñ, ur greizenn-zisplegañ, hag ur mirdi Eugène Freyssinet” eme Patrick Guirraud, en anv ar c’hevredigezhioù. C’hoant en defe e vefe marilhet ar pont evel lec’hienn rummet gant ar Monumantoù Istorel. Gouzout a ra e kousto ker ober al labourioù avat. Aze emañ an dalc’h. Perc’henn ar pont eo ar stad. Reiñ a raio e respont e deroù 2023.

Y. Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 908, d’ar 1 a viz Du 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez