Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Sikour ar beizanted

Ur seurt gorerez evit danvez-peizanted eo ar CIAP, bet ijinet gant peizanted ar C’honférération Paysanne ha bet lakaet war-sav e Liger Atlantel. Bremañ zo ouzh seurt gorerez e pep departamant, kazi, evel e Aodoù an Arvor.

Dek vloaz zo dija, e 2012 e Liger Atlantel, zo bet ijinet seurt sikour da reiñ d’an danvez-peizanted. Ha goude e 2017 evit an departamantoù Aodoù an Arvor hag Il-Ha-Gwilen, e 2020 evit ar Penn-ar-Bed, e 2022 evit ar Mor-Bihan. Ouzhpenn dezho kaout un diplom a varregezh labourat an douar eo talvoudus resisaat o raktres – labour douar bio, hengounel, poellek…, produerien laezh pe gig, troet war ar rouedadoù berr pe get – hag amprouiñ anezhañ. Ha mallus eo kar “A-benn nebeut e vo dav kemer plas ur bern peizanted a ya war o leve. Ha bremañ e vez kavet ur bern tud o tont d’ar vicher, goude bezañ cheñchet hent micherel. N’anavezont ket mat metoù ar beizanted, nag an dachenn e-lec’h m’en em staliont. Ezhomm o deus kaout amzer a-benn kadarnaat o dibaboù.” eme Pauline Cabaret, legumajerez e Rostren, ken-brezidantez ar CIAP22.

Deskiñ e ti ar re all

E-pad ur bloaz e c’hello ar stajidi – 12 plas a zo bep bloaz, war 33 goulenn ar bloaz diwezhañ – bezañ skoazellet hag aliet gant peizanted all, dibabet ganto. “Ar re-mañ o skoazello en ur bismigañ, evit renabliñ kement kudenn a c’hell diwanañ. Ur sikour all a roont : mirout ouzh an hini yaouank d’en em vac’hañ war e gudennoù. Liammoù kreñv-tre a vez krouet evel-se” eme ar genbrezidantez, laouen da c’hellout kontañ war ur strollad a 70 peizant-skoazeller en departamant. A-drugarez da Virginie Duval, gopradez nemeti ar CIAP22, o deus an danvezioù-peizanted da heuliañ 10 devezh-stummañ en ur sal, dasparzhet war ar bloaz, un doare dezho da gaout alioù ouzhpenn war merañ an arc’hant, hag an amzer.

Abaoe ma zo eus ar CIAP 22 zo bet un 50-60 den o tennañ gounid outañ, gant 70 % anezho oc’h en em staliañ. Brudet eo bremañ an aozadur, eus bed an ESS, sikouret gant ar Rannvro. Dre m’eo anavezet gant Pôl Implij e c’hell ar “studierien” kaout skoazell arc’hant. Met fellout a ra d’ar CIAP22 mont pelloc’h c’hoazh. “Evit poent n’hon eus ket a lec’h amprouiñ – e 2023, marteze – evit degemer stajidi a c’hellfe amprouiñ eno o raktres, eskemm gant tud all.” emezi c’hoazh, emskiant ma ‘z eo e ranker ober pep tra evit ma ne vefe ket ar staliañ ur c’hwitadenn.

Yann-Fañch Jacq


Ur pennad embannet en niverenn 893, d’an 22 a viz Gouere 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez