Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Sonerezh ekologel an daouad Endro

E penn-kentañ miz Ebrel e teuio er-maez pladenn gentañ an daouad brestat Endro, “Troiad ar c’herdin”. Kontañ a raio e veaj war vag, graet e-pad hañv 2022. Taolenniñ a raio un doare ekologel da seniñ o kemer e amzer hag hep oto.

E 2021 o doa graet anaoudegezh Klervi Rouyer ha Neven ar Penneg o seniñ en ur fest-noz. © Ronan ar Penneg


“Pep ton a gonto ar veaj etre ar porzhioù, eme Glervi Rouyer. Daou viz hanter a oa padet etre fin miz Even ha fin miz Eost 2022.” 12 ton a vo war bladenn gentañ an daouad brestiz rak e 12 porzh e Breizh eo bet Klervi Rouyer ha Neven ar Penneg war vag etre Pempoull hag ar Gerveur. Kontet e vo an avantur-se e-barzh “Troiad ar c’herdin”.


Istorioù dic’hortoz
“Istorioù zo bet gant ar vag !, eme ar c’hoarier gitar klev, 27 vloaz anezhañ. Pa ‘z eer war vor e c’hoarvez traoù dic’hortoz.” Un tamm eus al lien zo bet diroget, da skouer, ha cheñch a ra buan an amzer. “E-pad daou zevezh ez eus bet ur gorventenn, mouch avel ebet a-wechoù. Met kalzik a avel hag heol hon eus bet”, a gendalc’h an delennerez, 22 vloaz anezhi.
Ur sapre afer eo bet ivez kas ar binviji war o bag-dre-lien anvet Burzhudus : “N’eo ket bras evit lakaat pep tra, ne oa ket aes.” Un tapis bras gant livioù “doare mandala” zo bet kaset peogwir ne oa ket a leurenn e pep lec’h. E porzhioù zo ne oa ponton ebet evit amarañ Burzhudus, evel en Enez-Eusa : “Ur paotr zo deuet gant ur vagig evit kas ar binviji. Mod-all ez afemp war droad gant ur garrigell.”


Doareoù all da seniñ
Pal o zroiad war vag a oa “diskouez ez eus doareoù all da vont en-dro” evit ar sonerien. “Gwelet hon eus an traoù en un doare disheñvel hep redek gant an dour-tan hag an amzer”, eme Neven ar Penneg. E-pad an hañv ez a an arzourien·ezed d’ober troiadoù e pep lec’h e Frañs. “Lakaomp ez ea ur strollad gant an oto da Vontroulez, da Bariz ha da c’houde da Roazhon. N’eus lojik ebet gant an hent, met ober ar reont ar pezh o deus ezhomm evit kaout arc’hant.”
Anat e oa dibab anv an daouad neuze : Endro. Kavet eo bet goude an droiad. “Endro a sinifi en-dro deomp, endro ar mor, endro an natur, an aergelc’h a awen ac’hanomp… Kalz doujañs hon eus ouzh an endro. Pep hini a wel ar pezh en deus c’hoant.”


Sonerezhioù hengounel ar bed
E penn-kentañ tout ne oa ket raktreset sevel un daouad sonerezh ha krouiñ ur bladenn. Evit o flijadur e oa nemetken. Koulskoude o doa dibabet e miz Gwengolo 2022 kenderc’hel gant ar “raktres bras” : ar c’hanaouennoù zo bet savet asambles war o bag bihan e-pad ar veaj. Awenet
int gant “lies sonerezh” : sonerezh hengounel Breizh ha sonerezh ar bed. Sonerezh evit beajiñ an hini eo.
“Pep hini a ro mennozhioù, a zispleg ar gelennerez war an delennerez e skol sonerezh Brest. A-daol-trumm e vez kavet un dra o c’hwitellat pe o seniñ. A-wechoù e ra ar gitar an ton. Cheñch ar pozioù eo ar pal. An delenn a ra ar boudoù hag ar gitar a heuilh ar benveg all.” Ouzhpennañ a ra Neven ar Penneg : “Ul lusk nerzhus a-walc’h zo gant an delenn c’hoariet gant Klervi e-keñver telennourien all.”


Beaj kentañ en hañv 2023
Gant ar bladenn gentañ “Troiad ar c’herdin” e vo ul levrig. Displeget e vo ennañ marvailhoù c’hoarvezet gant an daou soner. An testennoù a vo skrivet ganto hag an tresadennoù gant Anaïs Le Pape, ur vignonez dezho. “Ne vo ket lavaret pep tra hiziv !”, eme Neven ar Penneg en ur
vousc’hoarzhin. E miz Ebrel e teuio er-maez ar bladenn. Ar sonadeg evit he lidañ a vo d’ar 1 a viz Ebrel e Brest (muioc’h a ditouroù en o lec’hienn : www.endro.bzh).

Oc’h aozañ ur veaj all emaint : “E-pad an hañv e vo ha mont a raimp betek Euskadi.”


Manon Deniau


Ur pennad embannet en niverenn 920, d’ar 24 viz Genver 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez