Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Staj Roudour

Ur staj war ar brezhoneg a vo e Kemper e-pad vakansoù an nevez-amzer.

Kinniget e vo ur staj e-pad ur sizhun e kreizenn stummañ Kemper – 2, straed Meilh Melwenn – eus an 11 a viz Ebrel d’ar 15 a viz Ebrel.

Digor eo ar staj-mañ d’an holl : ar re a labour er skolioù pe bed ar vugaligoù, an dud war o leve… Pleustret e vo gant poelladennoù fetis tennet eus ar vuhez bemdeziek. Mat eo d’ar re a fell dezho kaozeal gant ar vugale er skol, gant o bugale pe o bugale vihan da skouer.

Strolladoù liveoù a vo graet.

Muioc’h a ditouroù : 02 98 99 75 81 www.roudour.bzh

Da lenn

Da lenn ivez