D’ar Sadorn 25 a viz Meurzh 2023 e oa deuet er-maez “Tan De’i”, levr kentañ ar skrivagnerez Loeiza an Duigou hag an dresourez Anna Duval-Guennoc. Krouet e oa bet e-pad ur chomadenn arzel e 2022 war Roc’h Gored, un enezenn e norzh Penn-ar-Bed. Gant an ti-embann Al Liamm e oa bet aozet.
Ar mor a welent bemdez dre prenestroù tour-tan Roc’h Gored. E genoù an Aber-Ac’h emañ an enezenn, e-tal Plougerne, e norzh Penn-ar-Bed. Teir sizhunvezh e oa chomet eno ar skrivagnerez Loeiza an Duigou hag an dresourez Anna Duval-Guennoc, e miz Genver ha miz C’hwevrer 2022, evit krouiñ asambles o levr kentañ, Tan De’i, bet embannet gant an ti-embann Al Liamm.
Ar wech kentañ e oa dezho labourat asambles ha sevel ur raktres er mod-se. “Normalamant eo echu al labour skrivañ pa vez kaset din, ha morse ne vez graet al labour tresañ er memes koulz, eme Anna Duval-Guennoc. Diouzhtu ‘m eus gellet reiñ va ali diwar-benn an istor, tresañ a raen an tudennoù ha Loeiza ‘doa mennozhioù nevez en ur welet ma zresadennoù !”
Difenn ar c’hoadoù
N’eus liamm ebet ouzh ar mor el levr rak en a-raok e oa bet soñjet an istor. Levezonet eo bet Loeiza an Duigou gant maezioù Breizh memes tra, rak plijout a ra dezhi an istorioù faltazius liammet ouzh an natur. “Me ‘moa kinniget diverradennoù d’an ti-embann Al Liamm ha goude bezañ bet dibabet ganto ‘moa kaset anezho da Anna, emezi. Ne oa ket ar pal liammañ an istor ouzh an endro.”
El levr ez eus kaoz eus ur gêr-uzin ma produer alumetez, anvet Tan De’i, en ur bed faltazius en XIXvet kantved. E penn-kentañ an istor e fell da berc’henn an uzin “diskar an ervennoù kozh ‘zo ‘tal ‘kichen”. Klask a raio tri c’hrennard liammet “gant ur sekred bras” talañ outañ ha gwareziñ ar c’hoadoù. Evit en em zifenn e klaskint ober traoù a-stroll.
A-enep ar sistem kapitalour
Bodañ div arzourez evit lakaat anezho da skrivañ ul levr evit ar re yaouank e oa pal Al Liamm. Loeiza An Duigou, 30 bloaz anezhi, zo unan eus ar skrivagnerien vrezhonek yaouank, ha n’eus ket kalz anezho : “Un nebeud re a ginnig traoù met ul labour all o deus ivez e-kichen. N’eo ket ken aes se.” Skrivañ a ra istorioù evit ar re yaouank hag ar grennarded. Gant an tiez-embann Keit Vimp Bev hag Al Liamm e vezont embannet. “El levr emañ ar goulenn : piv eo an hini sivilizet ha piv eo al loened ? Ar rener zo sañset bezañ paotr an dazont hag an ekonomiezh. Un dro-spered vantrus eo evidon”, emezi. Asambles gant Anna Duval-Guennoc e ro ur sell disheñvel d’al lennerien ha d’al lennerezed, pell diouzh ar sistem kapitalour ha tostoc’h ouzh an natur.
Manon Deniau
Ur pennad embannet en niverenn 930, d’ar 4 viz Ebrel 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg