Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Toccata

Arabat krediñ ne vez kontet nemet istorioù chas pladet e kazetennoù pep korn bro, pell alese. Sed aze ar pezh a zisklêrio deoc’h an istor-mañ eo bet souezhet ganti betek tud al lezenn a vicher. Istor ar c’hi Toccata an hini eo, e-giz ma ‘z eo bet disleberet gant kazetennoù ar vro ha dalc’het ganeomp e-touesk hon dastumad gwellañ danevelloù bet embannet.

Eus pelec’h e teu an anv Toccata? ‘Blam’ d’an harzhadennoù graet gantañ sur a-walc’h : Toccata en devoa ur vuhez trist ha reuzeudik e loch-ki Teirbron, ur barrez vihan a Vro-Dreger. Un dervezh a chañs e teuas un den en e hanter-kant vloaz hag a zegasas anezhañ gantañ da Sant Divi, nepell alese. Graet propik an traoù gant hemañ pa voe lakaet un ardivink dindan kroc’hen an aneval, skrivet ennañ anv ha chomlec’h e berc’henn kenkoulz hag anv ar c’hi.

Rediet ma oa da guitaat ar vro ‘pad pell amzer abalamour d’e labour e bed ar pellgomz e voe glac’haret-tre ar perc’henn nevez-mañ pa ne c’helle na degas ar c’hi gantañ na fiziañ anezhañ en un den tost dezhañ. En em zizober eus ar c’hi a reas neuze ha degas anezhañ d’ul loch-ki dalc’het gant ur gevredigezh eus kreiz an departamant.

Pa tistroas eus a bell vro, meur a vloavezh da c’houde, e oa bet disoñjet ar c’hi gantañ. Pep tra a dremen gant an amzer, petra fell deoc’h… Etretant avat, un intañv eus ar vro en tu all d’e bevar-ugent vloaz en doa kemeret ar c’hi gantañ kuit d’an daou chom o-unan, ar c’hi kenkoulz hag eñ. Met daoust da se ne gave ket e lod gant e berc’henn nevez evel pa ‘z ae da bourmen war ar maez pe war bord ar mor gant an hini kent, yaouankoc’h ha difall ? Mont kuit a reas ar c’hi, atav.

Paket ma oa ar c’hi o kantreal evelkent e voe degaset-eñ d’e loch-ki a-orin. A-drugarez d’an ardivink dindan kroc’hen e voe galvet e berc’henn, ken laouen all da gaout anezhañ en-dro. Kement ha ma voe dispignet un 125 € evit an taksi ha 400 € all a-fed frejoù mezeg-loened pa zegouezhas da Docatta bezañ klañv.

Treiñ a rae ar bed war e drankilite pa glevas an den e bevar-ugent vloaz anv eus e vignon kollet. Gwir eo, ne chom ket seurt keloù kuzhet pell en ur vro ken bihan ha Bro-Dreger. Rak dav eo lavaret eo d’e berc’henn kentañ eo a voe bet fiziet an aneval pa ne oa ket bet cheñchet an titouroù skrivet war an ardivink dindan kroc’hen ! Ne oa ket ur seurt degouezh diouzh grad an hini kozh ha gervel a reas ar perc’henn all a-benn pakañ Toccata gantañ en-dro… ‘pezh a nac’has hennezh ober, anat deoc’h.

Dibab a reas an hini kozh, aheurtet, mont da gomiserdi Lannuon evit dougen klemm : laeret e oa bet e gi digantañ ! Siwazh, hanterouriezh ar boliserien ne gasas da netra pa ne faote da hini ebet plegañ.

Setu arru an afer dirak al lez-varn ha galvet an den en e bevar-ugent vloaz da zont… asambles gant ar c’hi. Hag an holl e sal ar breujoù, ar c’hi e-kreiz hag an daou zen a bep tu dezhañ.

Displegadegoù, breudoù… hag an daou zen da ouelañ druz ! An holl a voe lakaet diaes gant an afer luziet-mañ, betek ar c’hi, hervez rentañ-kont ar c’hazetenner.

Heuliañ pizh al lezenn a felle d’ar prokulor ober met petra a c’helle ar gwir en ur seurt degouezh ? Ma vez al leveoù piaouet gant an hini e vezont en e gerz hervez ar c’hod sivil, hennezh oa bet cheñchet nevez’ zo ha ne vez ket mui graet gant al loened e-giz pezhioù-arrebeuri. Siwazh ar c’hemm-mañ a zo erruet da c’houde lod eus ar fedoù graet anv anezho en istor-mañ… Ha gant piv ez aio ar ger diwezhañ en ur seurt “casus belli” ?

Disoc’h an tabut a seblante bezañ e vije an hini kozh ar gwir berc’henn met ret e oa dezhañ paeañ ar fredoù bet dispignet da bareañ ar c’hi. An holl a voe lakaet diaes, ar barner da gentañ, pa oa dezhañ dibab hep breutadur. Reiñ ur varnadenn mod Salomon ? Ma vije bet ur penn-moc’h c’hoazh… met ur c’hi e oa ha Lannuon n’emañ ket e Bro-Sina, alato !

Sed aze ma teuas d’ar barner ur mennozh dreist – hervezañ e-unan – hag a c’hellfe, piv oar, diboukañ war ur varnadurezh padus hag a gasfe anezhañ war-raok ouzhpenn-se. Lakaat ar c’hi da zibab gant piv e felle dezhañ bevañ : sed aze e vennozh ! Distagañ Toccata e rafe evit gouzout davet piv ez afe, hag an hini diwezhañ-mañ a vefe mestr warnañ. Eurvad al loen eo e oa anv anezhañ, neketa ?

E-mod-se e voe graet. Ha da lipat daouarn piv ez eas gwellañ mignon mad-den a gav deoc’h ? Reoù ar barner madelezus an hini eo ! Ne chome mui dezhañ nemet daskoriñ fredoù ar medisin-loened… Ha d’an daou all mont da evañ ur banne asambles ha frealziñ an eil egile !


Un danevell gant Pêr ar Bihan embannet en niverenn 859, d’ar 26 a viz Du 2021.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez