Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Tommder e-kreiz ar goañv

Lañset eo bet 37vet Festival an Deizioù, tommder ar brezhoneg e-kreiz ar gouiañv. Bep bloaz e vez lidet sevenadur Breizh e Bro an Oriant e miz C’hwevrer hag e miz Meurzh.

D’an 20 a viz Meurzh e vo kinniget ar pezh-c’hoari “Hi ‘ni eo Molière” gant Nolwenn Korbell.

Ouzhpenn 100 darvoud a zo kinniget d’an arvesterien ar bloaz-mañ gant Emglev Bro an Oriant hag e gevelerien.Miz Meurzh eo ivez Mizvezh ar brezhoneg hag a lusk treuskas hag implij ar brezhoneg. Gant Emglev Bro an Oriant hag e gevelerien.Miz Meurzh eo ivez Mizvezh ar brezhoneg hag a lusk treuskas hag implij ar brezhoneg. Gant Emglev Bro an Oriant hag e gevelerien e vo kinniget e Miz Meurzh meur a zarvoud (stalioù, bannadennoù, baleadennoù, kaozeadennoù…) aozet e brezhoneg penn-da-benn.

Baleadennoù e brezhoneg

“Dizoleiñ al laboused” : Ur valeadenn e aer fresk penn-kentañ miz Meurzh, d’an termen ma krog an evned da ganiñ a-zevri. Da vintin e vezont klevet ar muiañ. Dav ‘vo gwiskañ dilhad tomm ha dont da selaou doc’hte ha da spurmantiñ unan bennak anezhe ouzhpenn ! Ar gwez noazh hag un nebeud amprevaned ha plant a yay d’ober peurrest ar programm.

“An natur o tihuniñ” : E fin miz Meurzh e krog an natur da vout dihunet evit mat. Lod ag ar gwez a zo digor o broñsoù hag o deus bet del peotramant bleuñv dija, lod arall a c’hortoz miz Ebrel. Plant ar c’hoadeier a zispak o boketoù kent d’ar gwez astenn o del a-dreiste. Ar loened bihan a bep seurt a vez é fringal kentizh ma vez un tamm tommder é tonet. Ha birvilh a vez atav get kan an evned, marse e vo gwelet pe klevet lod anezhe, distroet ag ar broioù tomm dija…

Gouel Sant-Patrig

Un devezh a-bezh, d’ar sadorn 12 a viz Meurzh, a zo bet aozet evit lidañ sant-patron an Iwerzhoniz. Da 10e e krogo gant ur staj Sean nos (dañs step mod kozh) get Nada Ni Chuirrin. Da greisteiz e vo degemeret ar strollad iwerzhonek e ti-kêr an Oriant ha, kerkent ha da 1 eur goude merenn, e vo abadenn sonerezh ha dañs war plasenn Monjarret (Tad ar Geveladenn) get Iwerzhoniz ha kelc’h keltiek Brizeux. Un eurvezh goude e vo digoret e vo Palez ar C’hendalc’hioù evit kinnig raktresoù ar geveladenn (ekonomiezh, implij, kevelerezhioù, yezhoù keltiek) hag abadennoù d’an enderv. Da 4e e vo mare ar staj dañs Bro-Iwerzhon get Air d’Eire (Set & Ceili)ha da 6e noz  an abadenn sonioù Bro-Iwerzhon evel « Galway Inn » get arzourien lec’hel. Echuet e vo da 8e noz gant ur Ceili Meur buhezet get Monroe’s Ceili Band deus Galway.

Pezh-c’hoari e brezhoneg

“Hi ‘ni eo Molière”  a vo kinniget gant Nolwenn Korbell. Ur bouilh a vaouez kran ha fichet-kaer a zeu tre er sal, gant ar soñj prezegenniñ diwar-benn ar skrivagner klasel brudetañ er Frañs : Jean-Baptiste Poquelin, lesanvet Molière… Sirius ha chik da gentañ, met buan, strafuilh enni, e sav ar vaouez, hag hi da zañsal ha da fistoulat, kemmet he mouezh e-giz ma vefe un den all en he c’horf hag en he spered… hag ur gwaz eo a gomz dre he c’henou, ur gwaz a oar pep tra diwar-benn Molière ! Iskis an tabut etre ar vaouez hag an den-se… E dibenn ar pezh e ranko ar brezegennerez anzav : “‘Vit-se, me ‘ni eo, Molière !”. “Molière par elle-même” a zo bet troet e 6 yezh ha c’hoariet ouzhpenn 2000 gwech e 12 vro. C’hoariet e vez eus ar c’haerañ tout e brezhoneg gant Nolwenn Korbell.

Kwiz e brezhoneg

Evit dibenn-sizhun diwezhañ Mizvezh ar brezhoneg, e kinnig Emglev Bro an Oriant hag Àr un dro Gwidel ar C’hwiz e brezhoneg. Dav eo enskrivañ ar skipailhoù, enno etre 3 ha 5 den, a-raok ar 23 a viz Meurzh. Ret eo d’ar vugale c’hoari e skipailhoù familhoù gant tud deuet enno. 5 tem a vo d’ar goulennoù : istor-douaroniezh, sevenadur, sport ha dudi, skiantoù ha natur, brezhoneg. Evit pep tem e vo goulennoù aes evit ar vugale ha reoù diaesoc’h pe dic’hortoz, chañs vat !

Yann-Fañch Jacq


Ur pennad embannet en niverenn 872, d’ar 25 a viz C’hwevrer 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez