Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Typhaine Corre

Labourat a ra Typhaine gant strollad Ar Vro Bagan. Ur familh vras eo evit an hini a zo aktourez kement ha kanerez.

Typhaine, abaoe 5 bloaz e labourit gant Ar Vro Bagan, peseurt cheñchamantoù ‘peus gwelet ?

Ar pezh am eus merzet eo ez eus kalz a dud yaouank o tont e Ar Vro Bagan. Ur strolladig tud yaouank a zo bremañ e-barzh ar strollad bras hag a glask sevel traoù ivez. Abaoe un nebeud bloavezhioù e vez degemeret ivez tud yaouank d’ober o servij sivik. “War hent Youenn Gwernig”, an abadenn nevez, a zo ur skouer vat eus ar pezh a c’hoarvez er mare-mañ er Vro Bagan : kalz a dud yaouank a zo war al leurenn pe tro-dro d’an teknik. Heñchet mat e vezomp gant Goulc’han ha Nicole ha plijus eo dezho, a gav din, gwelet tud nevez pe tud yaouank o kemer perzh er strollad.
Ar pezh a blij din kalz, just a-walc’h, er strollad eo labourat gant tud a-bep-seurt oad, a-bep-seurt sevenadur… An holl a c’hell bezañ “skoliad” pe “kelenner”…

Disheñvel eo ar pezhioù hervez ar publik : ar vugale er skol, an douristed en hañv, ar vrezhonegerien e-pad an dibenn-sizhun ?

Sur ! N’eo ket ar memes c’hoari hervez an arvesterien. Da skouer evit ar vugale e vo ret mont betek re a-wechoù, pezh n’eo ket gwir da skouer evit abadenn Youenn Gwernig. Cheñch a ra ivez e-keñver ar yezh, n’eo ket ar memes tra c’hoari dirak tud ar vro hag a zeu evit klevet brezhoneg ha c’hoarzhin pe dirak touristed. Pep pezh-c’hoari a c’hell bezañ c’hoariet e brezhoneg penn-da-benn, pe e galleg, met atav gant brezhoneg e-barzh evit lakaat an dud da glevet ar yezh ha da gompren ez eus diouti. Plijus eo cheñch, just a-walc’h. Er c’hoariva, ne ouezer morse ar pezh a c’hoarvezo !

Ha diaes eo kaout e blas e skeud Goulc’han Kervella pe Nikol ar Vourc’h?

Ne gav ket din e klaskfen kaout ur plas “e skeud” Goulc’han ha Nicole. Ur plas disheñvel am eus, va flas din-me, sed aze tout. Ar memes pal hon eus holl : lakaat Ar Vro Bagan da vont war-raok ha da genderc’hel ar pellañ posupl. Stummet on bet ganto war va micher. Adalek ar penn-kentañ o deus lakaet ac’hanon en va aez. Ouzhpenn ul labour eo Ar Vro Bagan evidon, va familh eo bremañ. Neuze omp a-du a-wechoù hag a-wechoù n’omp ket, evel ‘barzh kement familh. Ar pep pouezusañ a zo kaout doujañs an eil ouzh ar re all hag en em selaou.

Pehini eo ar pezh ho pije c’hoant kemer perzh ennañ ?

A-viskoazh on bet dedennet gant istor Marion Ar Faoued. Dreist e kavfen c’hoari ar perzh-mañ, me hag a zo kentoc’h lentik ha didrouz er vuhez. A-hend-all e plijfe din c’hoari e-barzh ur pezh-c’hoari dre gan e brezhoneg !

Kanañ a rit ivez. Petra a blij deoc’h kanañ ?

A-bep-seurt kanaouennoù a blij din kanañ, kentoc’h e brezhoneg pe e saozneg. Sot on gant ar sonerezh folk neuze em eus kalz a blijadur o kanañ kanaouennoù Youenn Gwernig er pezh-c’hoari gouestlet dezhañ. Plijout a rafe din kalz kanañ evit ar vugale ivez. Ur raktres nevez da gas da benn marteze…

Penaos e welit dazont Ar Vro Bagan ?

Ur goulenn hag a vez savet din alies ! Ur bern tud a vez o kemer perzh en abadennoù (aktourien, teknikourien…), gopret pe a-youl-vat, prest da vont war-raok, a gav din. Ur gwir familh eo ! Tud yaouank a zo ivez, leun a vennozhioù en o fenn ha mennet mat ! Tud nevez oc’h erruiñ bep bloaz pe dost… Brav e vo an dazont a gav din…

Pehini eo al liv a blij deoc’h ar muiañ ha perak ?

Melen, rouz, ruz, orañjez, gell ! Livioù an diskar-amzer…

Peseurt lec’h ho pije c’hoant reiñ da anavezout d’ar re all ?

Pa oan studierez em eus bevet e Izelvroioù, e Utrecht. Plijet-kenañ on bet gant ar gêr-mañ. Ul lec’h brav gant kalz a draoù da weladenniñ pe d’ober. Seder e seblant an dud eno. Ha pegen plijus bevañ hep oto ha pourmen gant ar marc’h-houarn ! Kentoc’h eget mont da Amsterdam, kit da Utrecht !

Ha peseurt arzour ?

Ur c’haner evel-just ! Pa oan 14 vloaz ez eus bet profet din ur bladenn eus Hubert-Felix Thiéfaine ha sot on gant e sonerezh abaoe. Plijet e vezan gant ar sonerezh hag an testennoù fromus. Ur bed dezhañ en deus, da vat. Ne gomprenan ket pep tra met n’eus forzh. Dre chañs e plij din peogwir eo bet roet va anv-bihan din abalamour d’ar c’haner-mañ just a-walc’h.

Peseurt sonerezh a blij deoc’h lakaat p’emaoc’h ho-unan ?

Plijout a ra din selaou sonerezh filmoù. E-touez ar re a c’hellfen selaou bemdez e kaver sonerezh Alabama Monroe pe Good Morning England.

Peseurt bro ‘pije c’hoant gweladenniñ ?

Bro-Island ! Evit ar gweledva hag al laboused ! Desachet e vezan kentoc’h gant broioù an hanternoz. N’en em santan ket mat pa vez re domm an amzer ! Ezhomm am eus eus ar glav hag an avel !

Peseurt kalite a blij deoc’h ar muiañ en un den ?

N’ouzon ket re… Ar pezh a c’hellan lavaret eo e plij din pa vez simpl an darempredoù gant an dud, ha klask a ran, me ivez, bezañ ar simplañ posupl gant an dud… Emichañs e teuan a-benn…

Petra a blij deoc’h ober evit cheñch soñjoù, goude ur frapad labour tenn ?

Mont da flapañ gant va mignoned dirak ur banne te pe ur banne bier, mont da welet ar mor (aes eo d’ober e Plougerne !), lenn ul levr pe sellet ouzh ur film. Desachet e vez an holl, an devezh a hiziv, gant an heuliadennoù… Kavout a ran gwelloc’h sellet ouzh ur film.

Peseurt levr a yafe ganeoc’h war un enezenn didud ?

Ul levr evit ar vugale, sklaer hag anat ! Sot on gant al lennegezh evit ar vugale ha plijout a ra din klask sevel pezhioù-c’hoari evit ar vugale a-ziwar al levrioù-se. Istor Lili Plume a zegasjen ganin.

Ha gant piv ho pije c’hoant da vezañ bac’het en ur saverez e-pad un eur ?

Gant Elya, va nizez. Tri bloaz eo, sur ne vijen ket enoeet ganti !

Peseurt meuz a rit p’en em lakait da geginañ ?

Soubenn ! Pa vez yen an amzer, avel, glav pil, du an oabl,… Nag a blijadur !

Dont a rafe ur voudig da ginnig deoc’h seveniñ un het, hag unan hepken. Petra a c’houlennfec’h diganti ?

Goulenn a rafen diganti deskiñ brezhoneg d’an holl. Gant boudig Stumdi e vefe posupl, marteze !

En ur ribourzherez emaoc’h. Kinniget e vez deoc’h dibab ho kantved ha ho lec’h bevañ. Petra a zibabit ? 

Er bloavezhioù 60 pe 70 evit ar sonerezh, an dilhad hag evit gwelout penaos e oa tud Ar Vro Bagan da vare krouidigezh ar strollad.

Petra eo ho  «plijadur» pemdeziek ?

Evañ va banne kafe da 10e gant tud ar strollad. Ur respont boutin eo met gwir eo.

Gant piv ho pije c’hoant da eskemm ho puhez e-korf ur sizhunvezh ?

Gant ur sportour.ez ! A-viskoazh em eus bet c’hoant gouzout petra oa kaout youl d’ober sport ! Ret eo din anzav eo diaes din…

Peseurt micher ho pije bet c’hoant d’ober ha n’ho peus ket graet ?

N’eo ket ober va micher dre ret met c’hoant am befe gouzout skrivañ testennoù. Plijout a rafe din skrivañ kanaouennoù, istorioù, pezhioù-c’hoari… Ur bern mennozhioù am eus met evit poent ne zeuan ket a-benn da urzhiañ mat an traoù pe da gavout an doare… Dont a raio diwezhatoc’h marteze !

Peseurt donezon ho pije bet c’hoant da gaout ?

Bezañ gouest da sevel tonioù ha da seniñ gant ur benveg sonerezh. Tro-dro din ez eus kalz a sonerien ampart. Bamet e vezan bep tro pa glevan anezho. Seniñ gitar a vefe dreist evit kanañ ! Klasket em eus met kalz a labour a zo !

Petra a zo en ho kerzh, un dra didalvoud oc’h tomm-tre outañ, ha na rofec’h da zen, e mod ebet ?

Un arzhig bihan gris, ar prof diwezhañ bet graet din gant va zad.

Petra eo ar c’hrennlavar a blij deoc’h ar muiañ tout ?

Ar vuhez n’eo ket gortoz e teufe an heol en-dro met deskiñ penaos dañsal dindan ar glav !

Piv eo an den en deus roet deoc’h ar c’hentelioù pouezusañ evit ren ho puhez ?

Va eontr, Gildas, en deus desket din penaos bevañ hep soñjal er pezh e c’hell soñjal ar re all. Desket en deus din e c’hellen krouiñ va buhez din-me (daoust m’eo disheñvel eus buhez ar re all en va familh) ha lakaet en deus ac’hanon da selaou ouzh sonerezh a-feson !

Pehini eo ar gentel bouezusañ da reiñ d’ar vugale yaouank, hiziv an deiz ?

Arabat deoc’h kreskiñ re vuan. Kavit ho lusk deoc’h ha n’eo ket heuliañ hini ar re all. Kemerit amzer, chomit bugel ar pellañ posupl.

Petra a zo, er bed tro-dro deoc’h, ha ne gomprenit ket hag ho pije c’hoant e vefe displeget deoc’h ?

Ar matematikoù… Ur yezh estren penn-da-benn eo evidon !

Gant petra oc’h hegaset alies, er vuhez pemdeziek ?

Gant an dud ne reont ket forzh eus an endro. Diaes eo din kompren penaos e c’heller bevañ hep teurel evezh, ha ni e 2020. Ne lavaran ket on direbech, sur eo n’on ket ! Met klask a ran ober traouigoù… ha da va soñj eo gouest an holl d’ober kement-all.

Bez’ ho pije da adkregiñ gant ho puhez. Petra a cheñchfec’h ?

Deskiñ a rajen brezhoneg abretoc’h !

Ha ma c’hounezfec’h kalz arc’hant goude bezañ c’hoariet d’al Loto ?

Reiñ un tamm d’ar c’hevredigezhioù a lak ar brezhoneg da vont war-raok, ar strolladoù c’hoariva en o-zouez evel-just, prenañ un ti war-ar-maez ha kenderc’hel da vevañ trankilik.

Da beseurt goulenn ho pije c’hoant respont “Ya!” ?

Ha brav e vo dazont Ar Vro Bagan ha dazont ar c’hoariva e brezhoneg dre vras ?

  • Un atersadenn embannet en niverenn 770 – d’an 13 a viz Meurzh 2020.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez