Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ul labouradeg Bridor e Liverieg ?

Unan eus patroned anavezetañ Breizh eo Louis Le Duff. Fellout a ra dezhañ sevel un usin vras e Liverieg, un 20 km bennak eus Roazhon, war hent Felger. N’emañ ket an holl a-du.

500 den o doa manifestet a-enep ar raktres d’ar 5 a viz Du e Liverieg. © Bretagne Vivante

Kroget e oa bet gant ar raktres ober baraoù-kornek ha produioù viennerezh skornet all e 2017. Pemp bloaz diwezhatoc’h ne ‘z a ket war-raok. « N’emaon ket o vont da c’hortoz dek vloaz c’hoazh » eme Louis Le Duff, an hini a zo e penn Brioche Dorée pe ivez an tiez-debriñ Del Arte. Lavaret a ra e vo savet en ur vro all mar bez ret. Kollet e vo neuze 500 post-labour gant kêr Liverieg. 250 milion a euroioù eo prest da bostañ el labouradeg nevez-se. Hervez ar pezh a oa bet raktreset e vije bet digoret e 2021 met o vezañ ma ‘z eus bet douget klemm gant ar re a zo a-enep ne c’hell ket bezañ digoret a-raok 2025 d’an abretañ. « Ma ne daolont ket engalv dirak ar justis » emezañ, rak neuze e c’hellfe bezañ daleet meur a vloavezh c’hoazh. Ret eo kemer e kont ivez e ranker kaout daou vloavezh evit sevel ar savadurioù ha staliañ pep tra.

Maer Liverieg e oa Loig Chesnais-Girard e 2016. Pa glevas e tlee lazhti SVA Jean Roze serriñ, ha goude Delphi, ur stal a rae pezhioù kirri-tan, tost er memes mare, e komprenas neuze e vije kollet 400 post-labour. « Dibunañ a rae ar sindikadoù em burev » emezañ. Ur misi e oa raktres Bridor eta.

Tud a-enep

Deuet e oa an eneberien da vanifestiñ dirak sez Bridor e Roazhon d’an 12 a viz Du. 120 e oant. « Un tamm e pep lec’h e saver c’hoazh labouradegoù evel ma klasker ober amañ e Breizh. Ur skouer eo eus ar pezh na zlefe ket bezañ graet ken » eme Philippe Rocher, eus ar c’henstrollad « Colere » — Comité local pour l’environnement et la résilience écologique à Liffré-Cormier. Rebech a ra d’ar raktres ar gorread implijet, douaroù a vefe « talvoudus evit al labour-douar ». Pouezañ a ra war an dañjer evit takadoù gleb a zo e-kichen, hag evit tachennoù gwarezet nepell alese ivez. « Hep menegiñ an dour » emezañ c’hoazh. Mont a rafe 187 milion a litrad dour bep bloaz gant al labouradeg.

Y.Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 912, d’an 29 a viz Du 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez