Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Un droiad evit anavezout

Kavet en doa Tugdual Le Nir, eus Plabenneg, daou vignon all Mattis hag Ouessant Morvant, evit mont dre hentoù Europa evit o “low tech tour”, pep hini gant ur marc’h-houarn evit deskiñ penaos e vez graet gant teknikoù “low tech” e broioù all.

Ganet e oa ar mennozh e miz Here 2020 pa oa Tugdual Le Nir e skol prepa Maths e Brest gant Mattis Morvant, a Gastell-Paol,da vare an eil kufunañ. Resisaet an hent, eus Briançon da Athènes, dre an hentoù , war varc’h-houarn. Kavet o doa daou glas CE2 eus Plabenneg, da eskemm ganto dre Internet, bep sizhun. Prenet o deus dafar a-ratozh, evel kezeg-houarn Gravel, o fneuioù tev, krapinelloù war-c’horre. Ar bujet – 17000 € – a zo bet kavet gant skoazell an departamant, arc’hantaouiñ dre Kengo ha ganto o-unan. Ha setu int loc’het d’an 3 a viz Meurzh. “E Briançon emañ ma zud-kozh o chom. Eno omp en em gavet, un nebeud devezhioù a-raok mont. Ne felle ket deomp kaout Bro-C’hall da dreuziñ div wech.” eme Tugdual Le Nir.

War an hent

Ha setu int loc’het evit 5 miz, en ur ober 60-100 km bemdez, gant 35-40 kg pouez e seier pep hini. Ganto 2 deltenn, un tan bihan o vont en-dro gant koad, met ivez unan gant gaz. Tremenet int dre Italia, Slovenia, Kroatia, Montenegro a-benn en em gavout e Athènes, e-lec’h e felle da vMattis Morvant mont. Goude un nebeud devezhioù eno o deus kemeret penn an hent, o vont gant an tren a-wechoù, betek Buduapest, met ivez gant ar marc’houarn, evit kenderc’hel betek Praha, e lec’h ma yae pep hini eus e du. En holl, goude bezañ tremenet dre Albania, Makedonia, Bulgaria, Roumania – “Tud paour-tre met madalezhus-tre ivez hon eus kejet ganto” eme Tugdual Le Nir –, o deus graet 12 000 km, en o zouez 7000 war varc’h-houarn ha distroet e Breizh d’an 22 a viz Gouere.

Deskiñ war al low tech

War an tu-se eo bet dipitet an triad rak rouez-tre eo bet an eskemmoù. “E saozneg e komze an dud, ya. Evit ar vuhez bemdez e oa aes. Met diaes-mat mont pelloc’h, komz eus teknikoù pe doareoù ober.” a resisa Tugdual Le Nir. Talvezet o deus dezho, memestra, na pa vefe abalamour d’ar c’hejadennoù, ha kreñvaet eno ar c’hoant da vont war hent an nebeutañ a skog war an endro.

Y.-F. Jacq


Ur pennad embannet en niverenn 899, d’an 2 a viz Gwengolo 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Ar formulenn “Tañva Ya! – 6 € evit 6 miz” (24 niverenn) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez