Dek vloaz zo e oa bet lañset gant Blaz Produktion stummadurioù evit implijidi ar re a labour war-dro ar re gozh, annezidi an EHPADoù dreist-holl.
Pal ar jeu a oa kinnig d’an dud-se, divrezhonek pe dost peurvuiañ, peadra da eskemm gant ar re gozh, lod anezho aet en-dro d’o yezh-vamm da vat. Stummañ dindan nebeud amzer ha diwar budjedoù strizh, dre ret. Ha n’eo ket “deskiñ brezhoneg” dezho, reiñ “ostilhoù yezh” dezho evit aesetaat an darempred etre skoazeller ha skoazellet ne lavaran ket.
Setu ma oa bet savet ganeomp ur program war tri devezh leun, ur sizhunvezh etrezo, peadra da lakaat e pleustr war an dachenn ar pezh desket dindan an devezh-studi. Evel-se zo bet stummet un 200 den bennak war dachenn Penn-ar-Bed, gant distroioù pozitivel-kenañ.
Mont pelloc’h gant ar raktres
Evit bezañ efedus en deus goulennet ar raktres-se ur bern labour pedagogel en a-raok, ha diwar al labour-se hon eus savet ur program evit stummañ stummerien, dezho da genderc’hel war hon lec’h gant al labour stummañ implijidi an “ober war-dro” en EHPADoù.
Daou staj zo bet lakaet e plas (2020 ha 2021) evit ar stummerien nevez-se ha nevez zo zo bet lakaet enlinenn ul lec’hienn ma vo kavet enni, deskrivet dre ar munud, peadra da sevel seurt stajoù, koulz ha danvez pedagogel pe dielloù all, a c’hello servij d’an danvez kelennerien-se met ivez da bep hini a bled gant kentelioù brezhoneg d’ar re deuet : https://deskelenn.com/. (Trawalc’h e vo dezho lakaat o anv ha krouiñ ur ger-tremen evit mont donoc’h e-barzh.)
Evit gouzout hiroc’h : blazproduktion@free.fr