Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Un hir a stourm ouzh ar c’hrank

Bloaz hanter ‘zo e oa deuet Elen Kloareg e darempred gant Goulwena an Henaff, gant ar soñj reiñ he zesteni goude bezañ stourmet a-enep krign-bev ar vronn. Divizet eo bet, asambles gant Frañs 3, sevel un teulfilm diwar-benn he stourm. Skignet e vo an teulfilm “Dañsal dindan ar glav” teir gwech war France 3 ar miz-mañ, Here roz*, gouestlet da gehentiñ war ar c’hleñved-se.

Elen ha Goulwena © Youenn Chapalain

Ar wech kentañ en em gave Goulwena an Henaff da gas seurt labour da benn. “Ur gwir liamm a fiziañs hon eus krouet” emezi. Dre se he deus asantet Elen respont d’ar goulennoù, hep kuzhat netra, ha reiñ he sell war ar c’hleñved, war an dud klañv, war ar vuhez. Da Youenn Chapalain da bakañ ar skeudennoù. E brezhoneg eo bet graet, penn da benn, war-bouez an emgavioù gant ar vedisined. Heuliañ a reer anezhi en ospital, en he buhez micherel, en he buhez familh, gant mignoned…

Ar sell diwezhañ

A-du e oa Elen e vefe kaset ar film da benn, gant ma vefe filmet fonnus. “Fellout a ra dezhi hiziv disoñjal ar mare-se, treiñ ur bajenn.” a ouzhpenn Goulwena. Ur c’hleñved start-kenañ eo ar c’hrank. Diaes eo bet lod eus ar prantadoù filmañ. Kontañ he istor a dalveze splujañ en-dro en hec’h eñvorennoù hag a oa kriz a-wechoù. Prometet he doa Goulwena diskouez dezhi ar film, ur wech echu, a-raok ma vefe skignet. “Fromet-kenañ eo bet. Kavet he deus e tenne ar film outi. Laouen bras eo bet gant an disoc’h, o taremprediñ ur skipailh doujus-kenañ.” eme ar realizatourez.

Ur gentel a vuhez

Abaoe un nebeud mizioù he deus adkroget Elen gant he micher a skolaerez, un hanter amzer evit ar poent, rak e-pad 10 vloaz e ranko kemer louzeier. Met chom a raio ar film-se evel un testeni, eviti, evit an holl maouezed tapet gant seurt kleñved, ha niverus int : ur vaouez diwar 8 he do da dalañ ouzh ar c’hleñved-se en he buhez.

Met ur gentel a vuhez eo ivez. Ha ma fell d’an dud kompren perak “Dañsal dindan ar glav” e vo ret dezho sellet ouzh an teulfilm hag a vo skignet war Frañs 3 Breizh d’ar sul 10/10 da 10e10 e framm Bali Breizh, d’al lun 18/10 da 11e05 noz, d’al lun 25/10 da 9e50 (istitlet eo an teulfilm e galleg).

*Bep bloaz e miz Here e vez kinniget gant ar gevredigezh “Ruban Rose” stourm a-enep krign-bev ar vronn dre gelaouiñ, divizout hag engervel. Ar bloaz-mañ eo bet roet lañs d’an 28vet koulzad o c’houlaouiñ an Tour Eiffel e roz d’ar 1 a viz Here.

Muioc’h a ditouroù war : www.cancerdusein.org

Evit sellet ouzh an teulfilm : https://www.youtube.com/watch?v=ov3FHl8j5Uo

  • Ur pennad embannet en niverenn 852 (d’an 8 a viz Here 2021) a c’heller selaou amañ.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez