Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Vivian Maier

Vivian Maier hag he Rolleiflex. Emboltred.

E Pont-Aven hag e Kemper e vez dalc’het diskouezadegoù dedennus-meurbet diwar-benn ul luc’hskeudennerez amerikan anvet Vivian Maier. E 1926 e oa ganet ha mervel a reas e 2009. Ne voe ket evurus he bugaleaj hervez. Dispartiet e voe he c’herent buan a-walc’h (Hungariat e oa he zad ha Gallez he mamm) ha moanet e oa spered he breur. Tremen a reas hennezh ar pep brasañ eus e vuhez e ti ar re sot.

Magerez e voe e New York hag e Chicago. Goude, hag e-pad he holl vuhez, e tennas poltriji ; 120.000 ginenn en holl. Dre zarvoud e voe adkavet ar ginennoù-se rak n’he doa diskuliet he fotoioù. Treiñ a reas filmoù berr ivez, un tammig dizampart anezho.

Sellet e vez outi bremañ evel unan eus al luc’hskeudennerien/ezed wellañ evel Diane Arbus, Robert Franck pe Robert Doisneau.

Levezonet e oa bet gant “al luc’hskeudennerezh denel gall” hag ar “Street photography” amerikan.

E Pont-Aven e vez gwelet emboltredoù dindan skeud. Gwelet e vez anezhi e-barzh melezourioù, logelloù pellgomz, E Kemper e vez diskouezet arvestoù straed, tud o vale, bugale o c’hoari gant an dour e-kreiz ur vali… Un testeni dibar eus buhez tud amerikan ordin.

Kit da welet an diskouezadegoù-mañ ha ne vioc’h ket dipitet. Betek an 29 a viz Mae e vint dalc’het.

J-EM

Muioc’h a ditouroù : amañ

Da lenn

Da lenn ivez