Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Mont war-raok asambles

Abaoe miz Even 2015 e vez kaoz eus Kengo, an aozadur arc’hantaouiñ staliet e Gwipavaz. Abaoe ma ‘z eus outañ o deus sikouret 700-750 raktres da ziwanañ, war ar 1500 o deus resevet – 1050 outo bet lakaet enlinenn – ha dastumet evito ur 3 milion a €.

E 2015 e roe Serge Appriou lañs da gKengo, sikouret ma oa gant Arkea ha Le Télégramme evit harpañ an intrudoù lec’hal. « E-touez ar re gentañ e oa ur raktres gant c’hoariva e brezhoneg, c’hoariet gant merc’hed. » a zegas-eñ da soñj. Abaoe en deus graet Kengo hent. 4 implijiad a zo. Ar Rannvro ne sikour ket Kengo met aesaat a ra ar re yaouank 18-29 bloaz da gas o raktres da benn en ur reiñ an 30 % a c’hellfe mankout dezho. 80 gwech he deus graet evel-se abaoe 2015.

Afer ar Vretoned

Chomet eo heñvel ar redioù dibabet gant Kengo : kaout ur raktres reizh a-fet lezenn, douget gant Bretoned, evit interest Breizh, e anv ur gounid a-stroll evit klask kaout ur sammad « dereat ». « Ne vez nac’het nemet 1 % eus ar raktresoù, e gwirionez. » emezañ. Gant an amzer eo bet resisaet tachenn Kengo. « Raktresoù bihan a vez kinniget gant ar Vretoned, ha skoazellet int gant Bretoned, dre vras. War ar 50 000 profour o deus bet tro da sikour zo 80 % o chom e Breizh, ar peurrest e rannvro Pariz, un nebeud e Bro-C’hall » a zielfenn-eñ. Ar bras anezho, 99 %, a ro profoù bihan d’ar roerien.

Diouzh ar c’hiz

Tennañ a ra ar braz eus ar raktresoù eus bed an ESS, an ekonomiezh solkial ha kengred. Dre ar rouedadoù sokial e vez brudet Kengo, muioc’h-mui. Etre 60 ha 70 % eus ar skoazelloù a zeu a-drugarez dezho. 100 000 den a zo ezel ouzh pajenn Facebook Kengo. Daoust ma kaver ur stumm damheñvel e broioù zo – Akitania Nevez, tiriadoù tramor, bro Grenoble… – ne vez ket stank al lec’hiennoù diazezet war ur vro. Ar re anavezetañ – Ulule, Kiss Kiss Bank Bank… – a zo stag ouzh ur vro, dreist-holl. « Graet hon eus an dibab, Breizh pemp departamant, evit bezañ anavezet sklaeroc’h, kaout tud o krediñ ennomp. » eme ar rener.

Nevezintioù

Gouzañvet he deus Kengo evel an holl aozadurioù : pelllabour… met « Biskoazh n’eo bet ken talvoudus hol labour » emezañ. E 2021 e vo roet lañs d’ur servij nevez, Dengar, evit respont da ginnig kevredigezhioù zo. Da bep hini anezho da vroudañ o izili da bostiñ arc’hant, a-hed ar bloaz, hep ma vefe stag gant raktres pe raktres. « C’hoant hon doa kinnig ur servij a denn d’ar brokusted, tost, a-fed spered, ouzh ar ger « Care », taol evezh ouzh ar re all. » a gloz Serge Appriou. Hiziv, muioc’h c’hoazh eget dec’h, e vo ezhomm eus seurt intrudu evit sikour ar re lakaet diaes.

  • Ur pennad embannet en niverenn 816 – d’an 29 a viz Genver 2021.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez