Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ar marc’h dall

Goude berzh Kan ar Bed eo bet embannet un eil levr-pladenn gant Bannoù-Heol : Ar Marc’h dall. An oberenn orin, eus 1979, a oa bet skrivet gant Job an Irien ha gant René Abjean e oa
bet savet ar sonerezh. Daoust hag-eñ e vo gouest Breizh da virout hec’h identelezh ? En ur lenn ar c’homzoù en-dro, “ken gwir atav”, e fellas da Arno Elegoet adembann an oberenn, diaes da gavout hiziv-an-deiz. “Graet he doa berzh d’ar mare-se a-drugarez an destenn fromus war hor sevenadur hag hor yezh, hag ar stil sonerezh poblek”, emezañ. Kenlabouret en deus an embanner gant laz-seniñ Bulgaria ha kanerien deus Korsika adarre ha gant ar ganerez Véronique Autret “kenlabourioù a-feson !”, evit reiñ ur blaz modernoc’h d’an oberenn.

Metig Jakez-Vargas


Ur pennadig embannet en niverenn 907, d’ar 25 a viz Here 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez