Keleier e brezhoneg abaoe 2005

BASTA ! Sturlevr an emzifenn benelour

Ar bannoù-treset gant Maria Kronsky ha Marion Le Muzic. Embannet gant Embannadurioù Goater.

“BASTA ! Sturlevr an emzifenn benelour evit ar c’hrennardezed (hag ar re all…)” eo titl klok ar bannoù-treset-mañ embannet e brezhoneg hag e galleg. “An emzifenn benelour n’eo ket terriñ o fas d’an dagerien hepken. Ostilhoù all a c’haller implijout” a c’heller e penn kentañ al levr. Ur sturlevr eo, neuze, hag a ginnig ostilhoù, alioù ha gwir strategiezhoù evit en em zifenn a-enep an tagadennoù seksel el lec’hioù foran (er straedoù, da skouer, met ivez war ar rouedadoù sokial), er skolioù pe c’hoazh en intimelezh. Meur a dem a vez displeget mat : an harellerezh, an droukziforc’hioù hag ar stereotipoù jener, ar c’henasantiñ pe c’hoazh an darempredoù noazus.
Tremenet eo mare an dibenn-bloaz met n’eo ket re ziwezhat morse evit profañ al levr-se d’ar c’hrennardezed… ha d’ar re all !


N. Gourvenneg

Troidigezh gant Metig Jakez-Vargas.
Embannet gant Embannadurioù Goater, 16 €, 126 p.


Ur pennadig embannet en niverenn 919, d’ar 17 a viz Genver 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez