Keleier e brezhoneg abaoe 2005

“Born in the USA”

Hep mar ebet eo “Born in the USA” kanaouenn vrudetañ “The boss“, an hini he deus roet dezhañ ur statud rock star anavezet er bed-holl.

Skrivet eo bet ar ganaouenn un nebeud bloavezhioù a-raok ma teufe ‘maez an albom a zalc’h ar memes anv, evit “Nebraska“, an albom a vod kanaouennoù akoustek ha teñval o danvez rakenrollet gant Springsteen en e gambr. En o-zouez e oa tonioù hag a golle diouzh o nerzh en esaeoù enrolladennoù gant an E-Street Band. Dalc’het eo bet neuze lod eus ar c’hanaouennoù hag a sone mat gant binvioù tredan evit ar bladenn da zont, “Born in the USA” a oa unan anezho (evel “Downbound train“).

Ne gomz ket tamm ebet ar ganaouenn eus ur paotr fouge ennañ bezañ ganet e bro an eontr Sam. Ar c’hontrol-mik an hini eo : komz a ra deus mignoned Springsteen, a-oad gantañ, a orin micherour eveltañ, hag o deus kollet o buhez er Vietnam, pe deus o diaesterioù da gavout o flas er gevredigezh en-dro ur wezh distro. Skrivet e oa bet evit ur raktres film gant Paul Shrader (“Amerikan gigolo”, senari “Taxi driver” ha “Raging bull”) en defe bet an hevelep anv hag en defe kontet, tamm pe damm, ar memes istor hag ar pozioù.

Met un treuzkompren a zo a-zivout ar ganaouenn : war golo ar bladenn e weler Springsteen dirak banniel ar Stadoù Unanet : e look “Rambo”, ar “Stars and stripes”, pep tra a glot, rik, gant ar skeudenn a c’halloud roet gant ar Stadoù-Unanet e-kreiz ar bloavezhioù 80 : un armerzh etrevroadel dindan o beli, c’hoarioù olimpek Los Angeles, Berzh MTV o ledañ levezon ar sevenadur amerikan war ar bed…

Un nebeud sizhunvezhioù goude embann ar bladenn, d’an 19 a viz Gwengolo 1984, e ra Ronald Reagan, prezidant an SUA ur brezegenn e Hammonton, en New Jersey, stad orin Springsteen. Emañ war ar renk evit bezañ addilennet ha diskleriañ a ra : “Diazezet eo dazont Amerika war ar miliadoù a hunvreoù a zougit en ho kalonoù, diazezet eo war ar c’hemennadennoù a spi a gaver e kanaouennoù ho kaner eus an New Jersey, Bruce Springsteen. Ho skoazellañ da lakaat an hunvreoù-mañ da zont da wir eo ma labour”.

Daou zevezh goude e respont The Boss war al leurenn e Pittsburgh, a-raok kanañ “Johnny 99“, ur ganaouenn a gont istor un den dilabour a zeuio da vezañ ur muntrer : “Meneget eo bet ma anv an deiz all gant ar prezidant, ha chomet on d’en em c’houlenn petra oa e bladenn garetañ. Ne soñj ket din e vefe “Nebraska”, ha ne soñj ket din en defe selaouet houmañ…”

“Born in the USA” a zo ur ganaouenn a seblant bezañ brogarour pa ne selaouer nemet an diskan. Implijet eo bet gant George H. W. Bush, e 1988, evit an dilennadegoù, hep aotre ar c’haner.

Implijet eo bet ur ganaouenn all eus Springsteen, “The rising“, skrivet da heul gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001, evel kanaouenn ofisiel ur c’hampagn dilennadegoù, evit Obama. Ar wezh-mañ e oa gant asant Springsteen, evel-just.

Ar C’hantread

  • Ur pennad embannet en niverenn 424 – d’an 23 a viz Gouere 2013.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez