Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Fur ha Foll, evit plijout d’an holl !

Ha gwir eo ez eo heñvel-mik paotred ar politikerezh ouzh ar gornigelled pe c’hoazh ouzh kilhog va mamm-gaer hag a dro e benn hag e revr diouzh ar roud-avel a vez ? N’eo ket ur c’hilhog kig ha pluñv anezhañ, ur c’hilhog houarn gwenn livet-flamm ne lavaran ket, bet lakaet ganti e korn he liorzh evit gouzout diouzh an amzer. Setu ma kac’h ar c’hilhog kaezh, gwech e liorzh ar vamm-gaer, gwech e liorzh an amezogez !

Edo an Aotrou Fur, kannad er Gambr, e Pariz, o vont gant an hent-tizh, d’ar Sadorn 26 a viz Here. Da nav eur hanter e oa loc’het kuit eus kêr Vrest a-benn erruout, ur frapadig araok unnek, eur e Karaez. Eno e oa ur gouel bras da vezañ, d’ar Sadorn ha d’ar Sul. Milieroù a dud a oa da zont di, eus kement korn eus ar vro. War an ton bras e oa ar gouel da vezañ digoret dirak ar pennoù bras, tud ar c’hazetennoù, ar skingomzoù hag ar skinweloù. Ur brezegenn en doa an Aotrou Fur da zistagañ eno, a-berzh e gostezenn eus an Tu-dehou.

Reuz bras a oa e Breizh abaoe meur a viz. Stalioù-labour oc’h ober freuz-boutik, e Lambaol-Wimilio, e Poullaouen, e Gwerliskin, e Bro-Leon koulz hag e Bro-Gernev, Bro-Dreger, Bro-Wened ha Breizh-Uhel. Micherourien a-vil-vern o koll o labour. Ha bremañ an Eko-Taos – an “ecotaxe” ma kavit gwell -, un tailh nevez a vefe lakaet war ar c’hirri-samm o kas hag o tegas marc’hadourezh ha loened-kig. Un taos evit lakaat an hentoù-houarn, ar mor hag ar c’hanolioù-dour da vezañ implijet muioc’h eget ar c’hirri-samm war an hentoù. Ul lezenn nevez evit gwareziñ an natur, espern energiezh ha gwerzhañ “tost d’ar gêr”.

An holl e Breizh, panevet an ekologourien, unan bennak eus an tu-kleiz ha sindikajoù micherourien, a oa savet a-enep an eko-taos. Da benn kentañ ar bloavezh o tont e oa da vezañ lakaet e pleustr da vat. Diskaret e oa bet pont Gwiklan, e-kichen Montroulez, hag hini Melwen, damdost da Rosporden, doareoù “porchedoù” ma vefe filmet ar c’hirri-samm a dremenfe dindano. Bremañ e oa bec’h war Pont ar Veuzenn, e-kichen Kastellin.

Ken disoursi ha tra edo an Aotrou Fur o vont gant an hent bras. Aozet mat e oa e brezegenn gantañ. Dindan eñvor e ouie anezhi, en e benn edo ouzh he dibuniñ, en ur selaou ur bladenn gant Jil Servat. Lavaret a rafe, e Karaez, pegen drastus e oa an eko-taos evit Breizh, koulz evit ar gouerien, ar saverien chatal, an embregerezhioù, ar varc’hadourien, an drafikerien, ar vistri, ar vevelien, ar vicherourien, an artizaned hag ar besketaerien. Evit an holl Vretoned gwitibunan ! Lavaret a rafe e oa ret terriñ al lezenn fall-se, dikar ar porchedoù ha lezel ar Vretoned da lavigat war an hentoù bras evel ma karfent, ken seder ha tra. Un droug spontus a rafe ar brezegenn-se d’e enebourien, ar sokialourien hag an ekologourien. Ur roustad da vinistred vreizhat ar c’houarnamant, d’an Aotrou Foll, paotr al labour-douar, dreist d’ar re all. Lamm a bakfent, sur, da geñver botategoù miz Meurzh, evit an tiez-kêr, hag evit Europa diwezhatoc’h. Hag ar paotr Fur hag e vignoned, “mistri war an dachenn !”

O selaou “Et voici la colère bretonne”, edo an Aotrou Kannad, pa rankas chom a-sav tost da Gastellin. Stanket e oa an hent-tizh dirak porched eko-taos Pont ar Veuzenn. Karradoù kaol a oa bet tumpet war an hent. Ur bern tud, pep a voned ruz ganto war o fenn, a oa o klask pilat ar pont. En tu all e oa archerien ha CRSed, hag un toullad “bonedoù gwer” – an ekologourien na petra ‘ta -, o klask mirout outo diskar porched an taos nevez. Ha traoù o strinkañ a bep tu, pennoù-kaol, vioù, boutailhoù, greunadennoù, mein, ruilhennoù houarn… e-touez ar moged gwenn flaerius hag ar youc’hadennoù.

Ouzhpenn dek eur oa. Arabat d’an Aotrou Fur daleañ ken, anez e vefe re ziwezhat e Karaez evit e brezegenn dirak milieroù a dud. Hag eñ ha mont da c’houlenn digant paotred ar brikoli digeriñ klas dezhañ. “Ket !” Nac’het e voe outañ. Hag eñ laerezh e voned ruz digant ur c’houer kozh a oa o staotaat ouzh ur c’hleuz, lakaat don e benn ennañ, ha mont da gaout renerien ar “bonedoù ruz”.

Me eo an Aotrou Fur, kannad. Lezit ac’hanon da vont da Garaez. Emaon o vont da zistagañ ur brezegenn a-du ganeoc’h.

A-du ganeomp, emezoc’h ! C’hwi hag ho mignoned eo, pa oac’h e penn ar vro, ho poa savet al lezenn-se, ha lakaet prenañ ar porchedoù !

Bremañ, se, eo chenchet an traoù, ha ‘on ket a-du ken gant al lezenn, eme an Aotrou Kannad, aet moan e lost...

Ma, evidomp-ni n’eo ket chenchet an traoù. Kit da sutal brulu, pelloc’h !

Hag eñ, kounnar ennañ, strinkañ ar boned ruz milliget diwar e benn, ha mont da gaout tud ar gostezenn all. Digant ur bugel ekologour, o c’hoari pell diouzh e dud, e laeras ur boned gwer, ha da gomz ouzh kabiten an archerien.

Va lezit da dremen, mar plij. An Aotrou Fur ez on, ha da Garaez emaon o vont evit distagañ ur brezegenn a-du gant an eko-taos.

A-du gant an eko-taos, aotrou Fur ? Dec’h ho poa skrivet war ar gazetenn e oa ret terriñ al lezenn ha freuzañ ar porchedoù.

Ya met, dec’h e oa dec’h hag hirio ez eus un dervezh all !

Kit da stoupañ, Aotrou Fur ! – a Vro-Dreger e oa kabiten an archerien, sur -, a voe respontet dezhañ.

Dek eur hanter oa pa gavas ar c’hannad kaezh un tammig ribin evit mont kuit diwar an hent-tizh. Ha dav, dre riboulioù, gwenojennoù, hentoù-karr, e-kreiz ar poulladoù dour, ar fank hag ar c’haoc’h saout. Meur a dro e chomas el lagenn, ha rankout dont er-maez da vountañ war ar c’harr. Da greisteiz hanter ec’h en emgavas e Leurenn Glenmor, e Karaez, skuizh-divi, gleb-dour-teil , leun bri ha kagal-tout. Echu oa gant ar prezegennoù, aet ar pennoù bras, tud ar c’helaouennoù, ar skingomzoù hag ar skinweloù kuit. Ne chome nemet un hourouler bennak o lipat banneoù.

Gisti peizanted ! Gast a ecotaxe ! eme an Aotrou Fur, kannad er Gambr, en ur gouezhañ a-stok e gorf war ur gador.

Goulc’han Kervella

  • Un danevell embannet en niverenn 442 – d’an 29 a viz Here 2013.

KOUMANANTIÑ : AMAÑ

Da lenn

Da lenn ivez