Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Marion Gwenn

Un nebeud raktresoù he deus Marion Gwenn war ar stern… Ha n’eo ket n’eus forzh peseurt re ! © Stéphane Lavoué

Marion, kanerez ha komedianez oc’h. Atav oc’h bet dedennet gant bed an arzoù ?
Ya, kouezhet on ‘barzh bihan-tout… Ma zud a oa troet war an arzoù : kanet ‘veze er gêr, ma zad a oa e Strollad ar Vro Bagan, livañ a rae ma mamm… Troet ‘oa bet e brezhoneg pozioù Francis Cabrel gant ma zad ha pa oan seizh pe eizh vloaz ‘m eus skrivet ul lizher da C’houlc’han Kervella ‘vit goulenn gantañ hag-eñ e asantfe kemer ac’hanon e Strollad ar Vro Bagan. Kroget on evel koristez e-barzh ar pezh-c’hoari « Ys la Maudite » ! Pegen plijet on bet, gant bed ar « show », buhez ur strollad, aze ‘oamp kazi kant, etre an deknisianed hag an aktourien·ezed… Ma zad a ‘lâre din e oan brav pa zistroen deus ma c’hentelioù c’hoariva pe deus un dibenn-sizhun o pleustriñ pe o c’hoari… Gwir eo e oan lentik a-walc’h er vuhez mod all. Sikouret on bet kalz gant ar c’hoariva, e-keñver trec’hiñ war ma lentidigezh.


Er stiradoù Koumoul ha Flapakarr, da skouer, ho peus kemeret perzh nevez zo. Penaos prientiñ ha c’hoari tudennoù disheñvel ?
Aze da skouer gant Brigitte Fichou — ma zudenn er serienn Koumoul —, hon eus bet amzer a-walc’h ha tamm-ha-tamm eo deuet Brigitte da vezañ ur gwir vaouez a gig hag a galon. Er penn-kentañ, an dudenn bouezusañ ‘oa Nicole Collic, a zo c’hoariet gant Loeiza Beauvir. Ne ouiemp ket tre piv e oa Brigitte Fichou : sellit ouzh ar rannoù kentañ hag e komprenoc’h…
Koumoul zo bet labouret ganeomp hon-unan e-barzh hangar Loïk Moign e Kommanna… Ur wech graet he bragoù da Nicole, omp bet sikouret gant skrivagnerien·ezed (Gégé Gwenn, Aziliz Bourges, Gerard Hale…) Met ivez gant kritikoù, evezhiadennoù hor mignoned ha reoù Bob Simon ha Yann-Edern Jourdan e-keñver ar yezh : pegen labourus eo ! A-wechoù ne vez ket amzer a-walc’h, pouezus eo labour al leurenner evit mont e-barzh ar pezh, evit labourat war an destenn. Ret eo kaout fiziañs er raktres, er strollad. Bezañ en hon aez zo a bouez, kement ha gouzout selaou ar gomedianed all…


Er strollad sonerezh Kaolila e kemerit perzh ivez. Penaos eo ganet ar strollad-se ?
Tamm-ha-tamm c’hoazh hag adarre ! Pegen pouezus eo kemer amzer… Ur vuhez a-bezh hon eus, arabat redek… Nemet ‘vit ar Redadeg !! Gant Arzela e kanan dibaoe pell. Er penn-kentañ e oamp asambles gant Anna-Gaid Daniel, un trio anvet « C’hoarezed Trakeo » ! Dre ma huchemp re e veze torret hor mouezhioù dalc’hmat, ha neuze hon doa kavet an anv-se ! Huchal a raemp e fin pep gouel, terriñ revrioù ha skouarnioù tud zo hon eus graet ivez, kredapl… Plij’ ‘rae deomp ober polifoni hag evañ gwin ruz ! Krog e oa ma zad da skrivañ kanaouennoù evidomp, Arzela he deus ur bern sonerezhioù en he c’hlopenn !!! Mougev Ali Baba ! Met siwazh, ar yaouankiz ne bad ket ‘tav ! Anna he deus kuitaet ar strollad. Gant Arzela hon doa c’hoant da genderc’hel da ganañ, ijinañ a raemp hor strollad, hunvreal a raemp… Gwelet ‘moa an daouad Brunet-Hayes ha kavet ‘moa brav-eston o sonerezh, un energiezh foll ! Kendrec’het ‘moa Arzela evit kinnig dezho seniñ ganeomp. Asantet o deus. Daniele Titley a oa ganeomp ivez, ul labour ramzel he deus graet evit kempenn ar sonerezh ! He mouezh a lak ar blev da sevel… Met siwazh, ar Pol Implij en deus nac’het outi he « intermitantez », gant ar c’hovid ne oa ket moaien dezhi ken da vezañ un intermitantez ! Paouezet he deus, met pedet eo da seniñ ganeomp e miz Eost e Malgeneg, plijadur ‘vo ! E pep korn eus Breizh emaomp neuze eo bet hir a-walc’h krouiñ ur set. Eüruzamant eo erruet ganeomp Faustine Audebert gant he mouezh fromus hag he gitar-boud. Ha bremañ hon-pemp, asambles ez omp laouen !!


5 abadenn da-heul ho poa sonet e miz Kerzu 2022. Petra eo dazont ar strollad evit ar bloaz-mañ ?
Bet omp bet e Skos e fin miz Genver, er Celtic Connection festival (me ha ma familh, loc’het hon eus a-raok ar strollad ha bet omp o weladenniñ strilherezhioù (Caol Ila, Bruichladich, Ardbeg). Degemeret omp bet mat gant Skosiz, unan eus hor c’hanaouenn zo anvet evel o whiskey ! ‘Michañs int bet plijet ?
War-lerc’h hon eus un tropellad sonadegoù, d’ar 4 a viz C’hwevrer ‘oamp en Ti Kozh e Montroulez, d’ar c’hentañ a viz Meurzh er C’haeli e Kemper, d’an 18 er Glenmor. Gwelet vimp en Erer Kozh, e Gouel Broadel ar Brezhoneg, e straed Sant-Maloù e Brest met ivez er « Foire aux croûtes » pe c’hoazh e Pempoull… Plijout a rafe deomp enrolliñ ur bladenn en nevez-hañv.


Hag e-keñver an treiñ, ar c’hoariva, petra eo ho raktresoù ?
‘Michañs ‘vo filmet koulzad daou Koumoul, skrivet ha troet e brezhoneg eo dija. Ha plijus eo ! Gellout a ran lâr deoc’h ‘vo ur sapre jabadav ! Er mare-mañ n’em eus raktres c’hoariva ebet, dont a raio… Kemer amzer… Gant ar vicher-mañ eo ret deskiñ c’hoari gant ar basianted… Kemer amzer ‘vit ma raktresoù zo a bouez. Lakaat a ran ma energiezh evit servij « Kaolila » ha « Vibrisss ». Vibrisss zo ur raktres nevez-flamm !! Kanaouennoù skrivet ganin, asambles gant Tangi Simon ha Klet Beyer !!! C’hoari a reont o-daou gant ur bern binviji ha sinteoù, ha mekanikoù ! Sonerezh evit dañsal, graet gant o donezon dezho, ur sonerezh moutik ha brav deus un tu all ! Laouen-bras on, ober ‘ra vad, hag ar wech kentañ eo din bezañ ma-unan o kanañ !! Antouret mat on !!

Pehini eo al liv a blij deoc’h ar muiañ ha perak ?
Al liv glaz met glas an natur… Ar gwer kwa !! Nevez eo ! Dibaoe tri bloaz bremañ, dija !!? An amzer… Bref ! Setu kazi tri bloaz on sot gant al liv-se ! Perak ? ‘Ouian ket !!! Doctor ??


Peseurt lec’h ho pefe c’hoant da reiñ da anavezout d’ar re all ?
‘Boaz e respontan Tuchenn Kador e Boneur met er mare-mañ eo skrijus… Neuze ‘maon o vont da ginnig deoc’h un ostaleri L’Auberge du Menez e Sant-Riwal, un teuzer eo, enoriñ a reont Menez Are hag e beizanted, un drugar ! Al lapin a steuzie war an teot hag ar gwin… Popop !!

Ha peseurt arzour·ez ?
Odette Picaud. Sot on gant he labour. Ret eo deoc’h sellet pezh ‘ra peogwir eo diaes displegañ. Adimplij a ra kalz, gant traoù hor mammoù-kozh ha traoù modern met Vaudou ivez… Erfin, kit da welet, me ‘gav eo fromus he labour hag emañ o krouiñ poupinelloù evit Kaolila !!!

Peseurt levr a yafe ganeoc’h war un enezenn didud ?
« Réinventer l’amour » o c’hortoz em befe echuet « Cher connard« . Dre ma vin ma-unan war un enezenn ‘vo ret din adijinañ ar garantez…

Ha gant piv ho pefe c’hoant da vezañ bac’het en ur saverez e-pad un eur ?
Gant ma amourouz, gouzout a rafemp petra ober… Mankout a ra din, labourat a ra atav, pemp ‘zhunvezh vakansoù bep bloaz, n’eo ket ur vuhez !! Hag an istrogell all en defe c’hoant e vefe ‘mod-se c’hoazh betek pevar bloaz ha tri-ugent !! Non mais cheki !!
Ar saverezioù a zlefe terriñ muioc’h…

Peseurt meuz a rit p’en em lakait da geginañ ?
Ur bern, diaes eo choaz, er mare-mañ ‘vefe Tajin kig yar gant sitroñs koñfi zet hag olivez glas, menam menam !

Dont a rafe ur voudig da ginnig deoc’h seveniñ un het, hag unan hepken. Petra a c’houlennjec’h diganti ?
An ingalded etre an dud. Boñ ! Gouzout a rit kredapl, met perak ne cheñch ket neuze ?! Morse n’eus bet kement a ziforc’h etre ar re binvidik hag ar re baour !!! War fallaat ez a c’hoazh an traoù !! Foll eo penaos e c’hell bezañ vil ar bed… Ankenius eo !

En ur ribourzherez emaoc’h. Kinniget ez eus deoc’h dibab ho kantved hag ho lec’h bevañ. Petra a zibabit ?
Fin ar bloavezhioù hanter-kant, ‘vit gwelet ma zud bihan ! C’hoant am befe da voumouniañ anezho, luskellañ anezho, lâret trugarez dezho hag e karan anezho… Profañ a rafen ur c’harr-samm bihan hag un drompilh da’m zad ha livaj, barroù-livañ ha paper da’m mamm…

Petra eo ho « plijadur » pemdeziek ?
Ma liorzh, ma jardin… Mankout ‘ra din er mare-mañ, met boñ, brav eo bezañ ‘barzh an ti !! Hag an nevez-hañv ‘vo amañ warc’hoazh …

Gant piv ho pije c’hoant da eskemm ho puhez e-korf ur sizhunvezh ?
Macron ! Plantañ ‘rajen ur sapre reuz e-korf ur sizhun !! 49.3 !!! Veñjiñ a rajen al labourerien·ezed skuizh-marv, ar re baour didoenn, ar merc’hed gwasket… ‘vo ket amzer da goll, 49.3 par-ci 43.3 par là!! OH ! Un diskan zo o tont din !!

Dirak petra e vezit bamet ?
Dirak ar vadelezh.

Petra eo ar c’hrennlavar a blij deoc’h ar muiañ tout ?
« Ruz pa guzh, melen ‘pa sav, sur e vo amzer vrav ! » Er mare-mañ gant ar glav puilh, leuniet, al lenneier, ar c’hleuzioù, ‘m eus aon e vefe beuzet Enez-Sun ! Kement a dour o kouezhañ hag o tiruilhañ betek ar mor… Ma zad a lâre deomp « brammer kaoc’h » ha n’eo ket fall ivez !!

Pehini eo, hervezoc’h, talvoudusañ ijinadenn mab-den ?
An tan, hag er mare-mañ eo brav bezañ ‘barzh an ti… E-tal an tan ‘vel ur vammig-kozh, gant ma banne tizan ha « Cher connard » !

Ha ma c’hounezfec’h kalz arc’hant goude bezañ c’hoariet d’al Loto ?
Rannañ ‘rafen gant ma familh hag e produfen pladenn Kaolila hag hini Vibrisss… Met boñ, dav c’hoari evit gounit ha ne ‘m eus ket an tech-se !

Deuet oc’h da vezañ ul logodennig vihan hag a c’hell kas he fri kurius e pep lec’h. Pelec’h e kasjec’h anezhañ ?
E skol Diwan Kommanna, skol ma mab, ‘vit gwelet hag-eñ ‘selaou mat… ha war-lerc’h ez in da welet e kegin « L’Auberge du Menez » e Sant-Riwal ‘vit deskiñ ur bern traoù digredus !!

Da beseurt goulenn ho pefe c’hoant da respont “Ya!” ?
Marion Gwenn, eürus oc’h ? YA !!


Un atersadenn embannet en niverenn 923, d’ar 14 a viz C’hwevrer 2023.

  • Prenañ an niverennoù-se e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez