Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Sikour al lennerien

E fin miz Even e lakae ar stal Audible, staliet e Pariz, 2 enrolladenn ouzhpenn war ar marc’had, e brezhoneg an taol-mañ.

Ar gomedianez Azenor Kallag he deus enrollet Ar priñs bihan hag Ar bleiz a felle dezhañ cheñch liv.

Ur stal vras eo Audible France – 650 000 levr da glevet, 42 yezh disheñvel a vez implijet. “Muioc’h-mui a dud, tud yaouank dreist-holl a selaou kentoc’h eget na lennont an istorioù. Bez’ e vefe betek 27 % eus an dud o dije selaouet levr pe levr” eme Ainara Ipas, un euskaradez, renerez Audible. Met betek-henn ne oa ket a oberennoù er yezhoù rannvro. “Graet hon eus neuze un enklask e-touez 1500 den troet war ar yezhoù-se ha goulennet diganto peseurt levrioù evit ar re yaouank – e-touez ar 100 hon doa renablet – a vefe mat deomp embann.” emezi. “Ar priñs bihan” embannet gant Gallimard e galleg, gant Preder e brezhoneg a bet ar c’hentañ dibab. Troet eo bet oberenn Antoine de Saint Exupery e 300 yezh. Al levr a vez lennet ar muiañ war-lerc’h ar Bibl hag ar C’horan eo. “Met, kement hag ober e fell deomp kavout ivez un oberenn evit ar re yaouankañ, “Ar priñs bihan” o vezañ kentoc’h evit bugale vras ha rakkrennarded.” eme ar renerez. Dibabet zo bet un titl eus ar rummad “Le loup”, embannet e galleg gant an ti-embann Auzou. Dindan 15 vloaz en deus skignet an ti-embann parizian-mañ, ouzhpenn 9,5 milion a levrioù. 23 istor a seurt-se, krouet gant Oriane Lallemand ha treset gant Eleonore Thuillier, unan eus an tri rummad muiañ priziet gant ar re yaouank.

Enrollañ

Ur bloaz o deus lakaet evit difraostañ an dachenn, kaout ur gomedianez, Azenor Kallag, kaout ur rener arzel tutaet gant ar studioù Tytan, o c’henlabourer war an teuliad. Hag enrollañ an div destenn, e brezhoneg met ivez e 6 yezh all, elzasianeg, euskareg, katalaneg, korseg, okitaneg, picardeg. Ma vez produet al levr “Ar priñs bihan” gant Preder e vo dav treiñ war-zu an ti-embann Auzou evit kaout ul skouerenn eus “Ar bleiz a felle dezhañ cheñch liv” er yezhoù rannvro, forzh pehini e vefent.

Gortoz a raio an embannerien an diskar-amzer evit priziañ efedusted o intrudu a-raok mont pelloc’h.

“Ar priñs bihan” a bad 2 eurvezh. Gwerzhet e vez 14,9€. “Ar bleiz a felle dezhañ cheñch liv” a bad 4’. Gwerzhet e vez 2,95€.

Yann-Fañch Jacq


Ur pennad embannet en niverenn 890, d’ar 1 a viz Gouere 2022.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1 €) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez